Magazine en langue bretonne sous-titré. Présentation : Goulwena an Henaff et Thelo Mell Production : France 3 Bretagne En-dro da Gastellin e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. En abadenn-mañ, Goulwena a gej gant Maï Lamblé. Pemp bloaz zo emañ o chom e Sant-Kouled hag o sevel chas Leonberg eno, ur ouen chas bras mes sioul. Aes awalc’h e kav gwerzh dezho der he stal « Ar Gazeg vaen », anv ur roc’h brudet war droveni vras Lokorn. Kezeg he deus ivez da ginnig kentelioù, pourmenadenn e-bord ar c’hanol, pe c’hoazh prientiñ konkourioù. En he marchosi « La petite Bohème » e tesk d’an dud mont war gein kezeg gant an hentenn Alexander, evit mat ar marc’heg koulz hag hini al loan. Mael, 12 vloaz, a blij dezhañ marc'hegañ war gezeg eus bro Island e atant Litli Hestur e Sant-Kouled. Kelaouadenn. E Chanter ar stêr Aon e Meilh ar Wern ec’h en em gav Thelo gant izili ar strollad folk blues « Wink at the Moon » : Mathieu Balem eus ar C’hloastr-Pleiben a gan hag a c’hoari gitar, Gaël Péron eus Gouezeg gant tamboulinoù ha Mich Pann eus ar C’hastell-Nevez gant ar gourebed. Daou don a ginnigont deomp. E Run ar Puñs, e Kastellin e kej Goulwena gant Ewen Korr. Ur sal sonadegoù anavezet eo Run a Puñs mes kalz muioc’h zo en-dro dezhi : ur marc’had bio, ul liorzh legumaj d’ober boued pa vez sonadegoù… Ewen zo stlenner e Ofis Publik ar Brezhoneg hiziv hag a bep seurt e ra : diorren, delc’her e ratre al lec’hiennoù Meurgof, Kêrofis, Termofis hag ur porched niverel evit ar brezhoneg, ha krouiñ ur savenn da zeskiñ brezhoneg e-unan e-linenn, « Desketa ». A-raok dont da vezañ stlenner e oa biologour ha staget gantañ un dezenn biologiezh zoken. Hiziv e kinnig podkastoù biologiezh e brezhoneg « Brav ha Bev », kronikennoù int evit Radio Kerne. Yann-Vari Gwiader zo kelenner-enklasker er skol ijinourien ISEN e Brest. Ul lodenn eus e labour enklask zo war an naouegezh artifisiel e bed ar yec’hed. Labourat a ra gant ospital Brest da zetektiñ direizhderioù kromozomek gant an naouegezh artifisiel. Kelaouadenn. Bali Breizh vous emmène en balade autour de Châteaulin, sur les bords de l’Aulne durant quatre émissions. Voici le programme de ce premier épisode. Goulwena rencontre Maï Lamblé à Saint-Coulitz. Depuis cinq ans, elle y élève des chiens Leonberg, une race de grande taille, dont le nom est issu de la ville de Leonberg, dans le Bade-Wurtemberg. Elle a nommé son élevage « Ar Gazeg vaen », la jument de pierre, le nom d’un rocher légendaire sur le parcours de la grande troménie de Locronan. Maï donne aussi des cours d’équitation en suivant la méthode Alexander, pour le bien être du cavalier et du cheval. Son écurie « La petite Bohème » propose des promenades le long de l’Aulne ou de se préparer à des concours. Mael Patinec, 12 ans, apprend l'équitation sur des chevaux islandais à la ferme équestre de Litli Hestur à Saint-Coulitz. Reportage. Au Chantier de l’Aulne à Port-Launay, Thelo rencontre les trois membres du groupe folk blues « Wink at the Moon » : Mathieu Balem du Cloître-Pleyben au chant et à la guitare, Gaël Péron de Gouézec aux percussions et Mich Pann de Châteauneuf-du-Faou à la contrebasse. Ils nous interprètent deux morceaux. À Châteaulin, à Run ar Puñs, Goulwena s’entretient avec Ewen Korr. Run ar Puñs, une salle de concerts incontournable dans le Finistère, et une association qui propose bien plus : marché bio, restauration issue du potager… Ewen est aujourd’hui informaticien à l’Office Public de la Langue bretonne où ses activités sont très nombreuses : développeur, entretien des sites Meurgof, Kêrofis et Termofis, porche numérique en breton, projet de site d’apprentissage du breton « Desketa »… Avant de devenir informaticien, il était biologiste et avait entamé une thèse en biologie. Aujourd’hui, il propose aussi des podcasts de biologie en breton « Brav ha Bev », ce sont des chroniques pour Radio Kerne. Jean-Marie Guyader est enseignant-chercheur à l’ISEN à Brest. Il mène des recherches sur l'utilisation de l’intelligence artificielle dans le domaine de la santé : en collaboration avec le CHU de Brest, l’ISEN essaie d’améliorer la détection d'anomalies chromosomiques par intelligence artificielle. Reportage.En savoir plus
Magazine en langue bretonne sous-titré. Présentation : Goulwena an Henaff et Thelo Mell Production : France 3 Bretagne
Présenté par :
Goulwena an Henaff
Du même programme
Bali Breizh Bretagne - Naig ha me / Naïg et moiÀ regarderBali Breizh BretagneNaig ha me / Naïg et moi52 min 16 sNaig ha me / Naïg et moiDocumentairesDiffusé le 01/06/2025Naig ha me a gont istor ur blanedenn dic’hortoz, hini Naig Rozmor, skrivagnerez ha barzhez. Ganet e bloavezhioù 1920 e Bro Leon, Naig Rozmor a oa bet ar vaouez kentañ o komz eus ar garantez e brezhoneg, o teskrivañ ur skrijadenn. Ur vaouez dieub ha disuj a ziskouez deomp penaos dibab ur vuhez digasbestr. Un teulfim sevenet gant Claire Villalon. ...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro ar C'hab / dans le Cap Sizun 1/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro ar C'hab / dans le Cap Sizun 1/453 minE Bro ar C'hab / dans le Cap Sizun 1/4Arts & spectaclesDiffusé le 15/09/2024An abadenn-mañ a verk distro Bali Breizh evit ur c'houlzad nevez ! Asambles e kendalc'himp da zizoloiñ hor bro muiañ-karet. Hag evit stagañ ganti e kasimp ac’hanoc’h betek bro Ar C’hab. Evit an abadenn gentañ e krogimp e Gwaien. Goulwena a gomzo gant an aotroù maer, Gurvan Kerloc’h. Goude-se e raimp ul lamm betek Mahalon, lec'h ma vo kaoz eus op...Regarder
Bali Breizh Bretagne - Foeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 1À regarderBali Breizh BretagneFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 139 min 47 sFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 1Diffusé le 14/07/2024Evit an daouzekved koulzad-mañ e kinnig Riwal dizoleiñ Makedonia an Norzh ha bro C’Hres an hanternoz. Dre amprouennoù liesseurt e vo un digarez d’ar Foeterien dizoloiñ istor ha sevenadur ar broioù-se. D’ar Gwener 12 a viz Genver 2024 - Loc’hañ a ra an 8 foeter diouzh 4 c’horn Skopje, kêrbenn Makedonia an Norzh. Rankout a raint mont war-zu kreiz-...Regarder
Bali Breizh Bretagne - Foeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 3À regarderBali Breizh BretagneFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 340 minFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 3DivertissementDiffusé le 21/07/2024Evit an daouzekved koulzad-mañ e kinnig Riwal dizoleiñ Makedonia an Norzh ha bro C’Hres an hanternoz. Dre amprouennoù liesseurt e vo un digarez d’ar Foeterien dizoloiñ istor ha sevenadur ar broioù-se.Krusevo - Orhid Kregiñ a ra an devezh e Krusevo, ur gêriadenn e penn ar menezioù e Makedonia an Norzh. Tro o do ar Foeterien da zizoleiñ soner brud...Regarder
Bali Breizh Bretagne - Foeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 4À regarderBali Breizh BretagneFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 440 minFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 4DivertissementDiffusé le 18/08/2024Evit an daouzekved koulzad-mañ e kinnig Riwal dizoleiñ Makedonia an Norzh ha bro C’Hres an hanternoz. Dre amprouennoù liesseurt e vo un digarez d’ar Foeterien dizoloiñ istor ha sevenadur ar broioù-se.Pour cette 12ème saison, Riwal propose aux candidats de découvrir la Macédoine du Nord et le nord de la Grèce. Au travers de diverses épreuves, les...Regarder
Bali Breizh Bretagne - Foeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 5À regarderBali Breizh BretagneFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 540 min 13 sFoeterien koulzad 12 e Makedonia / Macédoine : rann 5DivertissementDiffusé le 25/08/2024Evit an daouzekved koulzad-mañ e kinnig Riwal dizoleiñ Makedonia an Norzh ha bro C’Hres an hanternoz. Dre amprouennoù liesseurt e vo un digarez d’ar Foeterien dizoloiñ istor ha sevenadur ar broioù-se.Pour cette 12ème saison, Riwal propose aux candidats de découvrir la Macédoine du Nord et le nord de la Grèce. Au travers de diverses épreuves, les...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E bro ar C'hab / dans le Cap-Sizun 2/4À regarderBali Breizh BretagneE bro ar C'hab / dans le Cap-Sizun 2/451 min 25 sE bro ar C'hab / dans le Cap-Sizun 2/4Arts & spectaclesDiffusé le 22/09/2024Abadenn e brezhoneg kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell ; renet gant Mael Gwenneg ; kenurzhiet gant Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez ha Ronan Hirrien, istitlet gant Sonia Zaoumi, Céline Piel ha Ninóg Caro ; sevenet gant Avel Corre ha Kenan an Habask. Bali Breizh a gendalc'ho da ginnig deoc’h bro ar C’hab ! Kregiñ a raimp e ...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro ar C'hab / Cap Sizun 3/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro ar C'hab / Cap Sizun 3/451 min 53 sE Bro ar C'hab / Cap Sizun 3/4Arts & spectaclesDiffusé le 29/09/2024Abadenn e brezhoneg kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell ; renet gant Mael Gwenneg ; kenurzhiet gant Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez ha Ronan Hirrien, istitlet gant Sonia Zaoumi, Céline Piel ha Ninóg Caro ; sevenet gant Avel Corre hag Emmanuel Roy.Ar sizhun-mañ, Bali Breizh war marc’had Ar Pont. Eno e komzo Goulwena gant Ko...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro ar C'hab / Cap Sizun 4/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro ar C'hab / Cap Sizun 4/451 min 59 sE Bro ar C'hab / Cap Sizun 4/4Arts & spectaclesDiffusé le 06/10/2024Setu, erru eo poent abadenn ziwezhañ Bali Breizh e bro ar C’hab. Da gentañ e komzo Thelo gant Daniel Jequel. Hennezh a zo bet animatour radio e-pad pell hag anavezout a ra mat ar vro. Goude, e Beg ar Milier, e komzo Goulwena gant Aziliz Bourges. Sevenet eo bet gant Aziliz un teulfilm diwar-benn ar c’haner Denez Abernot a vo kinniget deoc’h ivez ...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 1/4À regarderBali Breizh BretagneE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 1/452 min 17 sE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 1/4Arts & spectaclesDiffusé le 20/10/2024Ar sizhun-mañ e kinnig deoc’h Bali Breizh dizoleiñ ur vro nevez, hini Ploermael hag he zrovardroioù. Met e Josilin eo e vo kroget an abadenn gentañ. Eno e komzo Goulwena gant Yves-Marie Derbre-Salaun. Teñzorer Diwan eo ha kontañ a raio diwar-benn kudennoù arc’hant ar rouedad skolioù ha peseurt diskoulmoù a zo da gavout. Goude-se e rimp ul lamm b...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 2/4À regarderBali Breizh BretagneE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 2/450 min 30 sE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 2/4Arts & spectaclesDiffusé le 27/10/2024Ar sizhun-mañ, evel boaz, e vo kinniget deoc’h tud ha lec’hioù dic’hortoz gant Bali Breizh ! Kroget vo an abadenn en un ekomirdi e Lizioù. Mathilde Andre a zisplego deomp penaos he deus cheñchet buhez. Aet war hent ar c’helenn divyezhek goude bezañ kempennet pallennoù-moger evit an Arrebeuri Broadel. Da heul e yimp betek prioldi Sant-Stefan e Gw...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 3/4À regarderBali Breizh BretagneE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 3/452 min 7 sE bro Ploermael / dans le pays de Ploërmel 3/4Arts & spectaclesDiffusé le 03/11/2024BB 549 3/11/2024 _ Réalisation : Avel CorreAr sizhun-mañ ho peus emgav gant Bali Breizh e bro Breselien ! Kroget vo an abadenn e Maoron. Giulia Fraboulet a gomzo diwar-benn he micher seksologourez. Da heul e tizoloimp ul lec’h dibar, kastell Trecesson. Eno e adkavimp ar c’haner Brieg Guerveno. Kanañ a raio daou don nevez savet gantañ. Hag evit e...Regarder
Bali Breizh - Vnel E chmin - les sentiersÀ regarderBali BreizhVnel E chmin - les sentiers1 h 3 minVnel E chmin - les sentiersArts & spectaclesDiffusé le 24/11/2024À partir d'un répertoire de Haute et Basse-Bretagne, Clément Le Goff propose un concert dans son univers voyageur. Avec la culture bretonne comme ancrage, il rencontre d'autres esthétiques et cultures pour créer un langage singulier. Un concert teinté de musique de la Renaissance ou de musique du Moyen-Orient, à l'image des artistes que Clément ...Regarder
Bali Breizh - Yaouank 2023 - KemeskÀ regarderBali BreizhYaouank 2023 - Kemesk51 min 31 sYaouank 2023 - KemeskArts & spectaclesDiffusé le 24/11/2024Captation dans le cadre du Festival Yaouank en novembre 2023 des artistes KEMESK et MODKOSMIK + coulissesRegarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 1/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 1/452 min 13 sE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 1/4Arts & spectaclesDiffusé le 24/11/2024E Landreger, e kloastr Iliz-Veur Sant-Tugdual ha goude e liorzh Ti Ernest Renan, e kej Goulwena gant Jacqueline Gibson. Ganet e oa e Breizh mes bevet he deus 35 bloaz e Breizh-Veur, lec’h m’he deus desket brezhoneg. E Breizh emañ o chom hiziv met distreiñ a ra da Gembre ur wech pe ziv bep bloaz lec’h m’emañ he merc’h o chom. Labouret he deus kal...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 2/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 2/452 min 13 sE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 2/4Arts & spectaclesDiffusé le 01/12/2024En-dro da Landreger e pourmen Bali Breizh. An taol-mañ e oa bet ar skipailh o filmañ e Kamlez, Kervaria ha Perwenan. E Kamlez, er « Couvent alternatif“, e stal labour an arzour Sylvain Bouder, e kej Goulwena an Henaff gant Gaelle Dubot. Er blog « Diouzh » e kont he beajoù, graet hec’h unan, abaoe he c’hwezek vloaz : Norvegia, gant sikour ar gevr...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 3/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 3/452 min 22 sE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 3/4Arts & spectaclesDiffusé le 08/12/2024En-dro da Landreger e pourmen Bali Breizh. Trede abadenn an heuliad a zo bet filmet e Landreger, Kerborzh ha Priel. E Landreger, en he c’hêr, e kej Goulwena gant Faned Labbay. Daou vloaz zo e ro bod da valeerien pe tud war velo en he liorzh : en ur garavanen, ul loch pe dindan un deltenn. Ur 400 den a vez degemeret bep bloaz gant « Bod e ti Fane...Regarder
Bali Breizh Bretagne - E Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 4/4À regarderBali Breizh BretagneE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 4/451 min 44 sE Bro Landreger / dans le pays de Tréguier 4/4Arts & spectaclesDiffusé le 15/12/2024Abadenn e brezhoneg kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell ; renet gant Mael Gwenneg ; kenurzhiet gant Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez ha Ronan Hirrien ; istitlet gant Sonia Zaoumi, Céline Piel ha Ninóg Caro ; sevenet gant Avel Corre hag Emmanuel Roy.En-dro da Landreger e pourmen Bali Breizh. Pevare abadenn an heuliad e bro L...Regarder
Klask ar Sklêrijenn - Klask ar sklêrijenn : William TurnerÀ regarderKlask ar SklêrijennKlask ar sklêrijenn : William Turner16 min 4 sKlask ar sklêrijenn : William TurnerDocumentairesDiffusé le 22/12/2024L'idée de cette série est de découvrir huit artistes à travers le regard de Thomas Godin en traçant un lien entre leurs œuvres et l'influence qu'elles ont eue sur Thomas. Nous irons sur leur trace au travers des lieux où ils ont marché, cherché leur inspiration. Émotion, humour et imaginaire, c'est le trio qui nous accompagnera tout au long de n...Regarder