Bali Breizh Bretagne
Bali Breizh e Pariz / Bali Breizh à Paris 1/4
- Émissions culturelles
- 52 min
- Français
- indisponible
- tous publics
Bali Breizh a stag gant ar bloaz nevez e Pariz, evit peder abadenn a-hed miz Genver. Ur milion a Vretoned a vije o chom e bro Bariz, en ur gontañ ar re ganet e Breizh pe a orin eus Breizh, Bretoned eus ar c’hentañ, an eil, an trede hag ar pevare rummad. Goulwena a gej gant ar c'hannad Paul Molac. Komz a ra dezhi eus ar mod ma kas e gefridi da benn etre ar Vodadenn Vroadel hag e bastell-vro, eus al lezennn Molac war ar yezhoù rannvroel, eus ar chupenn giz ar vro a vez gantañ, eus ar c’hemm a wel etre keodedourelezh ha broadelezh, eus an doare da c’hounit emrenerezh evit Breizh. Kalz Bretoned zo aet da labourat da Bariz, ha Bretoned yaouank a ya da studiañ da Bariz bremañ. Léandre Mandard, studier e Skiantoù Politikel e Pariz, a ya evit e blijadur da zeskiñ brezhoneg da di Henriette Férellec, deuet da chom da Saint-Denis e 1962. E C’hoariva Zingaro e Kastell Aubervilliers e kej Thelo gant Ronan Blejean, soner akordeon. Ronan hag e vreur Loïc zo muzisianed e abadenn ziwezhañ Bartabas « Irish travellers », eil lodenn « Kabared an harlu”, war bed an Irish travellers, ur bobl war vale a zo hec’h identelezh stag ouzh ar c’hezeg hag ur sonerezh dezho o-unan. Un abadenn da welet betek an 2 a viz Ebrel 2023. Daou don a ginnig deomp Ronan hag e vreur Loïc (akordeon ha pib-ilin). E porzh a enor Palez ar Roue, dirak kolonennoù Daniel Buren, hag porzh Orléans, e Palez ar Roue atav, dirak feuteun « Les Sphérades » Pol Bury, e kej Goulwena gant Kristin Le Menn. 25 bloaz zo e labour a youl vat evit ar brezhoneg e Pariz. Bet e oa prezidantez Ti ar Brezhoneg eus 1998 da 2004. Kinnig a ra a bep seurt abadennoù da vrezhonegerien kêrbenn Bro C’hall : leinoù, gweladennoù ha pourmenadennoù… Evit pezh a sell ouzh he micher ez eo ijinourez eo e SNCF Réseaux, hag eno e klask ober e seurt ma vo implijet gwelloc’h ar binvioù niverel kuit da deuler re a CO2 ha da zispign re a dredan. Dedennet kenañ eo gant an diorren padus end-eeun. Traoù all a vo da zizoloiñ ha delc’her a reomp gant hon heuliad war sent hor bro. Sant Telo en dro-mañ.
Bali Breizh est à Paris pour bien commencer l'année. Goulwena an Henaff reçoit le député Paul Molac. Beaucoup de Bretons ont émigré à Paris et en région parisienne. Henriette Férellec a rejoint son époux à Saint-Denis en 1962. Il était arrivé deux ans auparavant. Léandre Mandard, doctorant à Sciences-Po Paris, a rencontré Henriette récemment et apprend le breton auprès d'elle. Au Théâtre Zingaro au Fort d'Aubervilliers, Thelo s'entretient avec Ronan Bléjean, accordéoniste. Ronan et son frère Loïc sont musiciens dans le dernier spectacle de Bartabas "Irish travellers", deuxième volet du "Cabaret de l'exil", sur l'univers des Irish travellers, nomades d'origine irlandaise amoureux des chevaux et à la culture musicale singulière.
Présenté par : Goulwena an Henaff
Du même programme
- Emissions spéciales : les événements en Bretagne Cérémonie de remise des prix des Prizioù 2023 publié le 01/04 | 1 h 11 min
- Bali Breizh Bretagne E Bro Sant-Nazer / Dans le pays de Saint-Nazaire 4/4 diffusé le 23/04 | 52 min
- Bali Breizh Bretagne E bro ar roue Morvan/Dans le pays du roi Morvan 1/4 diffusé le 30/04 | 52 min
- Bali Breizh Bretagne E Bro ar roue Morvan - dans le pays du roi Morvan 2/4 diffusé le 07/05 | 52 min